Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/90

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
KATÉKÎZ

télez deûed d’é-omp ; da ioul bézet gréat war ann douar ével enn Énv ; rô d’é-omb hiriô hor bara pemdéziek ; distaol d’é-omp hor gwall-ôberiou ével ma tistaolomp d’ar ré hô deûz gwall-c’hréat enn hor c’hénver ; ha n’hol laosk kéd da gouéza é gwall-ioul ; hôgen hon mîr diouc’h drouk. Ével-sé bézet gréat. » Na lévéromp két va zâd… rô d’in, évit diskouéza pénaoz na bédomp két hépkén évid-omp, hôgen ivé évid ann Iliz holl. Doué a hanvomp hon tâd, dré ma’z eo diout-han é teû d’é-omp ar vuez, kémend ha ma’z omp ha kémend hon eûz, hag ô véza ma hol laka hé c’hrâs da vreûdeur da Jézuz-Krist hé Vap penn-her. Dré holl éma ; hôgen ann Énvou eo dreist pép trâ a ziskul d’é-omp hé c’hloar. Hé hanô a zô meûlet, pa rô d’ézhan ar grouadurien ann énor a zô dléed d’ézhan ; enn-énep mézékéed eo gand ar béc’héjou, dreist-holl gant péc’héjou ar Gristenien, péré a laka ar wîr lézen da véza disprizet gand ann dûd divadez. Rouantélez Doué eo ar vuez peûr-baduz, a c’hédomp goudé ar marô, hag ar c'hrâs péhini hor c’hâs dî, hag a vîr na zeûfé ar péc’hed da véza tréac'h d’é-omp. Ioul Doué a vijé gréat war ann douar ével enn Énv, ma na zeûfemp kéd da heûlia hon ioul hon-unan, ha ma sentfemp da Zoué ével ma ra ann Éled hag ar gwenvidien ; râg hon ioul a zô fall bépréd, pa n’eo kéd hénvel. oud hini Doué.

Goulenn. Livirit Péden ann Aotrou. Lavar. Hon tâd, etc, G. Pérâk na livirit-hu két : Va zâd, etc.