9
TRUBUILHOU AN AOTROU GARGAM
Del !… Ha diouall hiviziken,
Pe morse da’z ti n’ez in ken !…
Red eo ober pep tra en amzer zo lakaet :
Fall e ve re abred, ha fall re ziwezad.[1]
Setu lavar eün ar re goz
Lakeat (Skei a reer) difazi en eur poz !
Digorit !…
(Ar c’hereour a dec’h kuit pa zigouez ar c’higer er gampr).
|
————
NAVET DIVIZ
AN A. GARGAM, AR C’HIGER (eur banerad kig ouz e vreac’h).
AR C’HIGER
Setu d’an aotrou
Un toulladig kostezennou,
Evit ober hervez e c’hrad
Gant e vignoned eur pred mad !
GARGAM
Mad tre ! It neuze d’ar gegin !…
AR C’HIGER
Araok, c’houi a roy d’in
An aotre da reketi d’eoc’h
Eur bloavez mad, bloavez a beoc’h…,
- ↑ dioc’h al levr « Furnez ar geiz eus a Vreiz »
|