Eclips loar é ve pa zigoé d’an douar béa crac étré-y ac an éol. Se a zo èz da gompren, pa ê guir al loar ne d’eus sclérijen abet nemet an hini a d’eus digant astr an dé pehini a zco neuzé var an douar en tû control.
An éclipsou a zo antier pé lodenniec ; er c’haz diveza-ma n’en-em gav cuzet nemet eul loden d’eus an astr.
Alies n’int vizibl nemet evit certen broyo.
An armanagou a anonç en avanç an dé hac an heur d’eus an éclipsou ac an amzer ma cléont padout. Gant quement a scurpul ec’h annonçont ar re invizibl evel ar re vizibl.
Ar môr a bign hac a zisquen diou vech en peder heur varn-uguent ; an oll a voar-zé, mes an oll ne voar quet dre be sort puissanç e c’hoarvé an dra-zė.
Betec vrema cetu aman var ar sujet-se opinion an dud savant.
Remerquet-so penos e sao ar môr eur veach pa zao al loar, hac eur veach-all pa c’ha da gousquet ; penos evel-t-y e retard var dro tri c’hart-heur bemde, hac erfin, penos e ve calz brassoc’h pa ve al loar er c’hann, ha pa ve loar-nevez.
Decidet-so neuze penos al loar oc’h apparissa […] an douar (er zao-loar) hac o vea var ar poent d’en em guzat d’eus ountan (er c’huz-loar)