Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/31

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

anter-noz d’eus an douar, rac ar vroyou-zé neuze a boan ma velont an éol, ha nebeut a amzer ebquen bemde. Pa deu an nevez-amzer ar vroyou-zé a dosta d’an éol hac o c’houchou teo ha donn a scorn ac a erc’h a glé neuzé teuzi ac ober môr bras.

Pa ziscorn béc an anter-noz e commanç hini ar c’hreiz-dé da scorna ive d’é dro, ha pa deu an discar-amzer ar penn-ze ive a fournis dour bras miz guengolo.

Ar rêzonnamant-se a vérit eun tam crédanç.

Aroc finissa an articl-ma e rin d’ec’h remequi c’hoas eur veach all peguement ê bed Doue mad en om andret o lacat ar maré da zont er porzou môr ha d’ho c’huitaad diou veach bemde evit digaz a quemer ar marc’hadourez gant ar vatimanchou, hac evit ampech ma teuje an dour-ze d’en-em gorrompi en eus-an sallet.

N’ê quet an aon d’eus justiç hor C’hrouer a gle gonit dean hor c’halonou : e c’hallout, e vadeles, hac oll ar pez a velomp dirac om daoulagat a glè ober om c’haranté evit-an.


————


AN ARMANAC.


————


Gouzout a rer penos an dro a ra an douar d’an éol ne êchu quet en tri c’hant-pemp ha tri-uguent dervez just ; manqout a ra var dro c’houec’h heur pere a ranquer abret pe divéat conta ebars er bla, pe aben nebeut a vlaveziou