Anaveout a reomp gallout ha madelez Doue, netra nemet dre ar pez an-eus crouet er bed-ma ; dre an attantion en-eus quemeret evit na vanqfé netra deomp, quement evit om ezomou evel evit om agremanchou : oll ar pez so crouet var an douar a zervich d’an den directamant pe indirectamant, ha ma sonj deomp avichou en-eus Doue crouet loenet noazus eb pere ec’h aljemp tremen, en-em dromplomp, rac al loenet-se a zistruj loenet ha traou noazussoc’h c’hoas evidomp ha d’eus pere e vefe diessoc’h deomp en-em dioual evit d’eus ar re guenta a gomzan.
Ma c’hadmiromp labouriou hor c’hrouer netra nemet d’eus ar pez a velomp en dro deomp, peguement ne admirfemp-ni quet davantaj e buissanç ma c’houfemp petra eo ar steret, al loar hac oll ar pez so er firmamant !
Evit reï an anaoudeguez-se quement a ma ê em gallout am eus grêt al leor-mân.
Aroc commanç da explica dec’h composition hac march an astrou ac ho distanç d’eus om bro e rancan disqui dec’h ar pêvar boent cardinal, rac eb an anaoudeguez-se ne alfemp quet en-em gompren.
Ar poentchou-se ê ar sao-eol, ar c’hréis-dé, ar c’huz-eol, hac an anter-noz.
Evellen ho c’haver : en miz Even troït ho faç d’an eol pa vo o sevel hac o po dirazoc’h ar sao--