Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(10)

prena ha digaç ganti d’ar guêr.

Madalen de voe qet rentet en anter hent da Vontroulez, m’e devoa dija anconac’hêt peguement e ranqe güerza e marc’hadourez.

Er foar, gant un ear ceder, propr hac habascded, Mac’harid a denne dezi ar brenerrien.

— Ne meus nemet eur pris, a lavare-hi, gant ur vouezic douç, pa chipotet e marc’hadourez : en em gontanti a ràn eus a un nebeudic profit, mes se zo dleet dìn, hac e talc’hàn. Hac e rêt buan affer ganti.

Madalen a c’houlenne eur pris re huel evit certen traou, hac e voerze re nebeut re all. Eur frippon, o velet e nebeut a attantion, a laeras anezi.

Penos, emezi d’e c’hoar-gaër, a voa e pignat en e c’har, pehini na gontene nemet ar pez e devoa prenet, güerzet oc’h eus-hu tout dija ?

— Gant graç Doue, eme Mac’harid ; Fanch a vezo contant ; foar vad a meus grêt.

— Oh ! c’houi zo ur finodez, eme Madalen, en eur binça e muzellou ; c’houi voar trapout an dud gant ho comzou douç.

Mac’harid na respontas qet d’ar c’homzou sot-se. Ne voe nemet da ser-nôs e partias Madalen, reduet da zistrei d’ar guêr cazi an anter eus e marc’hadourez, goude beza grêt dre hast eur brenaden benac, hac hi drouc-contant ha scuis.

Pa êruas er guêr e voe scandalet gant Yan, hac hi a respontas dezàn gant humor. Neuze en em lavarjont comzou fall hac en em scojont.

Mac’harid, êruet joaüs er guêr ha diguemeret mad gant Fanch, a voe meulet gantàn, evel ma