boa prometet dêc’h. Bet oun o velet va mignon côs, an A. Dombasl, en e ferm-model, e pelec’h e meus prenet evidoc’h instrumanchou mad ha nevez evit labourat ho touarou.
— Va feurgarga a rit atao, Autrou qèz, eus ho madelezou ; credit ez oun anaoudec mad a guementse.
— Ha ne ivez, Autrou, eme Mac’harid, en eur ober ar reveranç.
— Me ho trugareca ivez, a greiz va c’halon, va faeron qèz, eme Theodoric, e doc en e zorn.
— Bezit atao tud honest, labourerrien vad, güir Vreizis, ha Christenien güirion : ze eo ar güella moyen da zisqeus e carit ac’hanòn.
Ha c’houi, Yan, contant oc’h-hu e Ꝃbrat ?
— Ia, Autrou, emezàn, en eur c’hrosmoli.
— Ah ! ho pugale eo ar re-mâ ? Eh bien, va bugaligou, disqi a reomp-ni lenn mad ?
— Nan da ! eme ar pêvar buguel, demeus a bere ar c’henta en devoa tost da drizec vloaz.
— Fachet bras oun eus a ze, eme an autrou. Perac, Yan, na heuillit-hu qet exempl ho preur afêçon ? En eur lavarat se, e scòe var scoas Yan gant carantez. Pez oad oc’h eus-hu, Yan ?
— Pemp bloaz ha trêgont, Autrou.
— Dec vloaz zo em boa ho oad. Eh bien ! ne voan qet neuze mignon d’ar scoliou communal, rac sònjal a renn e voant nebeut convenapl da sclêrijenna ar bobl. Tud pere o devoa ideou faus ha cassoni ridicul var ze, o devoa va laqet d’o c’hredi. Eur breur a meus e qichen Ponabat ; alies em pede da vont d’e velet ; va afferaou am mire epad meur a vloavez da vont ; mes o veza