Rêi a eure ar paper da Fanch, en eur ober dezàn sin d’e lenn, ar pez a reas ractal, goude petra e qemeras ar scrit digantàn, o c’hoantât ajouti un dra benac ; mes, a boan e devoe-hi scrifet ur guer, ma voe diouc’h-tu scòet gant eur glizen ar vrassa. Roga eure ar paper gant nerz, hac er stlapas pell ; cüeza reas en tân, ha rentet e ludu. Ar glizen-ze a voe commançamant angoni ar baourez qèz : De deuas mui enni-he-unan, hac e varvas qerqent.
— Oh ! va breur, eme Fanch da Yan, peguen eürus eo gouzout lenn ! anes se, er moment maleürus-mâ n’hor bije qet ellet gouzout petra voa scriſet var sujet ar buguelic paour-ze, hac e vije marteze chommet dishanav da viqen ! Mes Doue ne felveze qet e tigüezje qementse ; hac ar maleur en deveus e brivet eus e dad hac eus e vam, a ro dìn ar boneur da ellout en renta d’e dad-côs. Doue ra vezo meulet ! eme Fanch, en eur starda dorn e vreur gant carantez. Mac’harid ha me a zoigno ar buguel, ha varc’hoas e zìn da breveni ar c’homt côs a Sant-Privas.
Mont a eure eta Fanch an deiz varlerc’h ; mes an autrou a voa absant. Ne voe qet tremenet eiz dez, ec’h êruas ermèz a halan e ty Fanch. Beuzet en e zaelou, o poqat d’e vab-bian, e cavas eur gonsolation d’e c’hlac’har vras, da veza savetêt ar buguelic, hac e laqet da goueza etre daouarn tud a feçon. Recompanci a eure dignamant qement oll o devoa bet sicouret savetai ar buguel. Chom a eure tri mis e ty Fanch, en eur zònjal gant rêson penos an ear pur a zantet eno, a voa favorabl da yec’het ar c’hrouadur, hac ive c’hoas