Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(24)

fall, ha dre m’en deus collet eus e dalvoudeguez, e meus er pedet d’er güerza dìn dre breferanç ; mes goulen a ra eur pris re huel.

— Eh bien ! eme an A. comt, an A. Ꝃlorc’h en deveus grêt dìn muioc’h a c’hraç : er güerzet en deveus dìn evit eur pris rêsonabl, ha dre va mouez, va Emilic bian a bed ac’hanoc’h d’en receo. Grit talvezout ar verje-ze, güechal qer mad. Evit eta bep bloaz d’hor yec’het demeus ar gist mad a fournisso deoc’h ; hac evit m’hor bezo ivez ar blijadur da eva d’hon tro d’ho hini, tachit da fournissa dìn ur voutaillad benac.

Fanch a bocas joaüs da zaouarn an A. comt, hac en trugareqeas a greiz calon.

Cetu aze, va mignonet, an histor a voe contet da dud a nac’he e zoa an descadurez un dra vad evit ar bobl, ha pere na approuvent qet e tisqje bugale ar baysantet lenn ha scrifa.

A. L. M. L.

E Montroulez, eus a Imp. Lédan.