Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13


Bremàn me a ranc cavet joa elec’h va glac’har.

Thalia.

An oll gontantamantchou a’ po en donêzon,
Pa ’po dilezet Venus hac he mab Cupidon,
Abandonet da Vestrez, Momus hac e c’hrandeur,
Pere ebars da studi a zo cos d’as maleur.

Ar C’hloarec.

Cetu me o vont neuze o vriza’r chadennou,
Hac o laqat fossete em ell bromessaou,
O renonç d’am güir Vestrez, o chench a zantimant,
O lezel au oll jeuyou demeus an dud yaouanc.

Goude va renonçamant me veve disourci,
Va c’halonic contant bras ne zante nep anui ;
Anfin, na têod, na speret n’eus evit explica
Oll joaüstet an hini a zilêz ar bed-mâ.

Ha p’am befe-me cant moez, cant têod ha cant guinou,
Ne alfen qet en ur bla despeigni ar charmiou
A danveis er plaç-se epad tri mis antier ;
Me sònje n’oan bet eno nemet un devez bêr.

Pa’voe redet an tri mis, eur zadornvez vintin,
Thalia am c’hunduas ebars en eur jardin,
Elec’h ma tisqüelas dìn eur vezen gaer huel :
He griou voa ’vel ar vestl, he frouez evel ar mel.

Bremâ, ’méi, ec’h essai pignat da veg onnes,
Ha dre m’avanci neuze e tànvai he frouez ;
Ha m’ac’h êrues biqen en he brancou huel,
Da hano var an douar a vezo immortel.

Adalec ar moment-se, me gommanças ractal,
Hac a benn tri mis goude, me am boe eun aval ;
P’am boe dêbret aneàn e plije dìn ar vlas,
Ha me commanç da bignat neuze a bas da bas.