Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17


Mes, a drugare Doue, n’eus qet va revinet,
Rac oll charmou Cupidon n’en deveus bannisset.

Eleal, mab an diaoul, brêmâ out êt en rout ;
Gortos an dud da’ qervel, en em zisqeuz da dout ;
Hac abenn eur bla amàn ne voezi qet da vicher,
Rac mallos an dêro vad na gavi da ober.

Me a zistroas neuze, ha yac’h-pesq va c’halon,
Partout e caven nectar ’lec’h ma voa bet poeson ;
Hac elec’h ma voa pechou danjerus da dremen,
’Voa goernisset a charmou hac eus a aour melen.

Neuze e voen adare eur maread amzer
Oc’h ambrassi va goezen, o tànvât he zouçter.
Ma vijen lêzet neuze hep va inqieti,
Me voa brêmàn en Paris, êchuet va studi.

Mes Venus zo traitourez, c’houi e galv carantezus ;
Mes me’ galv adversourez, tromplerez maleürus :
Pa en em gav ar guenet, ar bed, ha Cupidon,
Hac an natur gant Venus, int pemp tra dirêson.

Caer e meus bet stourm outê er spaç a unec mis,
E tigassent dìn memor demeus va yaouanqis,
Ha va zrec’het o deveus, an draitourien indin,
Mes m’o c’hafen var vale, me a fricfe o min.

Pa ne allent dre sonjou occupi va speret,
Int a laqas messager va bete da zonet,
Da zigas dìn eul lizer a voa scrifet gante,
Ha ma na sentjen outê e coljen va bue.

Bonjour dit, Cloarec yaouanc, eme ar prinç Mercur,
Cede amàn eul lizer eus a bers an Natur,
A zo sinet gant Venus ha gant Amour, he mab,
Da lavaret ê, güelloc’h plega a galon vad
Eguet bea contraignet, hac ec’h êru’n amzer :
Dre an eil pe eguile e ranqi en ober.

Pa zigoris al lizer, dre eun anchantamant