Ne’meus, nemet eur galon, ha ganti oc’h caret ;
Mes c’houi oc’h eus eur galon a zo daou-anteret,
Hac an anter bianna a laqit d’am c’haret.
Ar C’hloarec.
Va c’halon, va Mestrezic, ne qet daou-anteret,
Ha na vezo birviqen na vefet demezet ;
Mes mar deut da zemezi ha d’am lezel bremâ,
Pa ve dir pe diamant e ranqo hi ranna.
Ar Plac’h.
Me na ouffen birvigen donet d’ho tilezel,
Nemet an Autrou-Doue a deufe d’am guervel ;
Ar maro pe c’houi oc’h-unan a rai hon disparti,
A enep va bolonte, n’en deus fors pehini.
Ar C’hloarec touchet gant comzou e Vestrez.
C’houi barlant en eur fêçon, mar grit gant güirione,
Hac a zisqeuz a galon ê bras ho carante ;
Ha me a zo eun indign ha ne veritàn qet
Parlant ’bars en ho presanç evel ma’meus-me grêt.
Ar Plac’h.
Na deut qet, va servicher, da zouji va fresanç,
Rac me zo eur plac’h dister ha leun a ignoranç.
Parlantit d’ho polontez en dezir ho calon,
Ha me accepto neuze, mar comzit gant rêson.
Ar C’hloarec.
Arça-ta, p’am selaouit, me ya da lavaret
Ar pez a zo a vrassa nac ebars em speret,
Pini ê comz ar c’homzou, ganti pep tra zo grêt,
Hac hep laret anezi n’eus netra achuet.
Ar Plac’h.
Pell a zo em boa clêvet penos e voac’h savant,
Mes brêma’r credàn parfet, p’ho clêvàn o parlant,