Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21


P’ouzoc’h lavarat eur gomz, ganti pep tra zo grêt,
Hac hep laret anezi n’eus netra achuet.

Ar C’hloarec.

Ia, onnes zo eur gomz ha ma he rofec’h dìn,
A greiz va zisplijadur am grafe dizourci.
Allas ! siouas d’am maleur, mar deut d’am refusi,
Oll gouliou va c’halon a deuy da nevezi.

Deut eta, va güir Vestrez, dezir va zantimant,
Lavarit dìn eur gomz vad evit ma vìn contant ;
Rac n’eus netra er bed-mâ, daoust peguer bras e ve,
A guement am grae contant, ’medoc’h, va c’harante.

Ar Plac’h.

Ia, ia, va servicher, me’meus grêt eur boqet
Hac a roìn dêc’h brêmàn, zo meurbet d’ho soùet :
Divea ma parlantjomp e leqjomp pemzec de,
Ha c’houi, va güir servicher, ’c’heus grêt eur bla anê.

Ar C’hloarec digoncertet.

En han’ Doue, va Mestrez, ne sònjit qet en ze,
Ret e pardoni’r fotou, pe frega’r garante ;
Mar frêzit ar garantez, e frêzot va c’halon,
E vezot va bourrevez ’lec’h va c’honsolation.

Ar Plac’h.

Me lavaro dêc’h eur guir, va c’hredit, va mignon,
Ne vìn qet dêc’h bourrevez na consolation :
En fors dont d’am dilezel, me’meus choazet are,
Ha c’houi, m’ho pije cavet, ho pije grêt ive.

Ar C’hloarec dizesperet.

Eleal, me’meus cavet merc’het a galite ;
Mes c’houi, va muia caret, a breferàn deze :
Ganêc’h e voa va speret, va occupation,
Ha biscoas plac’h nemedoc’h na charmas va c’halon.

3