Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24



Ar Plac’h.

It eta, va servicher, hac annoncit dêzê
Penos e zomp accordet gant peb fidelite,
Ha goulennit o bennos ebars en honestis,
Ma tilesfomp ar vue demeus ar yaouanqis.

Ar C’hloarec.

Ia, m’em bo digantê o benediction,
Rac va c’haret a reont eus a greiz o c’halon ;
Hac ar pez a c’houlennìn, assuret am bezo :
Adieu eta, va Mestrez ; Doue d’ho cunduo.






CUNTINUATION.


————



Aman’ chenchàn a don d’am chanson,
Evit disqeus ar vantr calon
Ar glac’har, an desolation
Am boe, pa zistrois ac’hanê,
Dre eun accidant leun a drue,
Me a gret e voa a beurs Doue.

Ha pa voan gant an hent o tonet,
Ha me n’em boa sonj en droug ebet,
Nemet o sònjal em muia caret,
Ha me clevet eur vouez invisibl
Hac a grie varnòn terribl,
Mac a grie varnòn terribl :

Quid quietem quæris ?
Cùm ad laborem natus sis,
Cum ad laborem natus sis,