Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28


Gant ar zicour eus a Zoue,
En ên’ devo sònj enhoc’h ive.

Ha pa’zeot eus ar bed-màn,
E zeot d’an ênvou davitàn ;
A vir galon dêc’h en deziràn.
Evit merq eus hon amitie,
Ne c’houlàn na poq na promesse :
Adieu eta, va c’harante.

Ar Plac’h.

Adieu eta, va servicher,
Me zo evel eun durzunel,
Pa goll he far, a renq mervel.

Ar C’hloarec.

Ha me zo evel eur rabajoa,
Adversour da blijadur ar bed-mâ.
Adieu evit ar vech diveza.
Ha va Mestrez coant a voele,
Ha me va-unan e renn ive.
Gant ar glac’har d’an amitie.

Cetu aze en bêr termen
Plijadurez ar bed monden,
Pini, ’vel eur sqeud a dremen,
Ha goude ma ve tremenet,
E rai calz a boan speret
Da guement en deve o c’haret.

Adieu, bed fall ha milliguet,
Ne allàn pelloc’h da garet,
Rac re e c’heus va glac’haret.
Breman me a garo bepret
An nep en deveus va c’haret,
Hac am c’har bep heur, bep momet.

Hac en deveus grêt em demeuranç