Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29


Evit rêi en ên recompanç
Da guement en deus e zoujanç.
Ia, ennes a zo eur repos
Pini a hanver Barados ;
Graç demp d’er c’havet deiz ha nôz.

Ar pez-mâ a voe composet
En mis Mae, da Sul an Drindet ;
D’an nep he c’hano mil yec’het,
Hac an nep a zo o selaou,
Mar soupçonont e zeo eur gaou,
Consultont unan aně o daou.

Ar c’homposer a brou dre le
N’eus enhi nemet güirione :
Prenit-hi, oll, en han’ Doue,
Hac e recourfot ar c’haner,
E tivertisfot hoc’h amzer,
Evit profit an imprimer.






CHANSON NEVE,


Composet gant ar C’hloarec, evit disqeuz ar vantr-calon en eus santet eus a zemezi e Vestrez.


————


Var ton : Malgré toute la tendresse.


Pebes qêlou, ô va Doue,
A meus hirio recevet !
Va Mestrezic, va c’harante,
A glêvàn zo demezet ;