Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31


Hanval demeus eun durzunel
A ve privet eus he far.

C’houi oc’h eus grêt va flijadur,
Va joa, va c’hontantamant,
C’houi a ra va displijadur,
Va anqen, va nec’hamant ;
Emesq ar ros a ambrassen
Ha va oll delection,
Me a meus cavet eun drezen
Hac a biq calz va c’halon.

Mes bremân me gred en güirion,
Rêson an dud habilla,
Penos e c’heller caout poëson
Emesq ar suc an douça ;
Ha dindan ar fleuriou caëra
Alies e ve coachet
Aspicou ar re gruella,
Aëret-guiber, serpantet.

Rac-se-eta, me ho suppli,
Ia, dre ma ho caràn,
Ne deut james da reposi
Elec’h ma vefet bravan ;
Rac mac’h êru e nep goal-eur
Da ober dêc’h diblassa,
E vezo tristoc’h ho maleur
Ha diessoc’h da uza.

Evit test eus a guementse,
Va breudeur, va c’hoarezet,
C’houi pere am anaveye,
Noc’h eus ’met dont d’am güelet,
Ha pa velfot ar chenchamant
Pini a zo deut ennon,
C’houi a brouvo certenamant,
E zê touchet va c’halon.