Diaroc me a voa henvel
Eus eur rosen florissant ;
Va c’halonic bepret ceder,
Carguet a gontantamant :
Ar joa peintet var va diou chod,
Va daoulagad qer laouen,
Ma sònjen, dre ma voan diod,
N’am bije glac’har biqen.
Hoguen, ma em güelfec’h bremàn
Ebars em daelou beuzet,
C’houi lavarfe : ne qet emàn
Hor boamp-ni anavezet :
Ennes a voa gyê a galon,
Emàn a zo contristet ;
Ennes a voa eun den mignon,
Hac emàn sur n’en deo qet.
Allas ! eo sur, va mignonet,
Me zo ar memes ini,
Mes biscoas ne gavis sujet
’Voe capabl d’am glac’hari ;
Bremàn me ’meus cavet unan
Hac a c’hlac’har va c’halon,
Ha p’o po clêvet aneàn,
Ec’h estonfot gant rêson.
Pa voan-me ebars em jardin
O contempli va fleuriou,
Va c’halon, exant a chagrin,
Va zaoulagad a zaelou,
Ha me clêvet eun alc’hoeder
A us va fenn o cana :
Ad studium te confer [1]
Nam nupta est amica.