Ha me o vonet d’am godel,
O tenna va fistolen,
Hac o tiscar an alc’hoeder
D’an traòn demeus ar vezen.
Ra gollo ’velse o bue
Qement en devo’r galon
Da zonet da annonç dìn-me
Ar seurt desolation.
Mes p’e glêvit-hu qement-màn
A c’hinou eur messajer,
Otramant, clêvit aneàn
Eus a veg eun alc’hoeder,
Oblijet òn bet d’e glêvet
Ebars em brassa glac’har,
Ha cetu aze ar sujet
Ma terizàn an douar.
N’eus mui a gonsolation
Evidòn ’bars er bed-mâ,
N’eus nemet desolation,
Tourmantchou ar re vrassa
Reservet evidòn hepqen,
Goude bea re garet ;
Mes me vo furroc’h da viqen,
Ha ne garìn den ebet.
P’am eus fraillet ar chadennou
Gant pere ’voan amaret,
Pa ’meus bruzunet al lassou
Gant pere ’voan liamet ;
Pa ê demezet va mestrez,
Me a guemero an habit,
Ha ma na vezàn recolez,
Certen me a vo hermit.
Mes gouscoude, p’en em sònjàn,
Ha pa rân reflexion,