Ha mar teuàn d’ho choqi, mar plich, va excuzet.
Me zo eur C’hloarec yaouanc a Escopti Qemper,
Am boa choazet ’vit Mestrez, a Escopti Treguer,
Eur plac’h a galon joaüs, a zaoulagard lirzin,
Divar bordic al Lêo-Drèz, eus a baros Plestin.
Ia, honnes am boa choazet, ha ne allàn he nac’h,
Hac honnes a meus caret, mar e meus caret plac’h ;
Ha dìn eo a garante, qen na ello christen
Carout anezi qement ma verito ouspen.
P’am be moez eur rossignol ha têod eur perroqet,
Furnez ar prinç Salomon, talant an Doctoret,
Donêzonou an Natur laqet oll a-unan,
Da zespeigni va Mestrez, m’o c’hafe re vian.
Netra na vanc d’am Mestrez, na ros, na fleur de lis,
Nac ar boqet ravissant demeus ar yaouanqis,
Nac ar zellou languissant, nac ar charmou secret,
Nac ar c’hraç caer da barlant, na douçter, na guenet.
En eur veuli anezi, m’ell tremen va amzer ;
Mes mont a ràn da zisclêry he c’homzou a zouçter
Pere a ras em c’halon qer bras impression,
Me zònje, p’e dilezjen, e ranje va c’halon.
Qenta m’am boe an enor da vonet he bete,
’Voa’n drizec a vis ebrel, d’ar zul, goude creizde ;
Ma saludis anezi gant calz a nec’hamant,
Eun domder em izili ha va c’halon tramblant.
Mes mar boa grêt va c’homzou evit he saludi,
Evel ne c’houlennàn qét amán o rapporti,
E re-hi’voa güelloc’h grêt, hac o devoa’r pouvoer
Da rêi nerz d’am gonsoli, da garga a zouçter.
Cetu’ta lec’h nec’hamant, me am boe diganti
A bep seurt contantamant qent evit qimiadi,
Ar c’hraç hac ar blijadur da vonet ebete,