amzer dremenet, reglen an hini da zont, ha messager ar sonjesonou. Anfin, ar Scritur a zo un dra necesser d’ar sqianchou oll, ga zeo guïr anes-àn ne alfet qet agissa e stat abet eus ar vuez, dreist oll en ur vrô e pehini na vever nemet dre ar c’hommerç.
G. Petra eo an Eol ?
R. Ur globin caer meurbet, a so o sclêrijenna an douar, hac an oll gorfou al ténval eus ar pez a gompos ar bed.
G. Petra en deus a deoder ?
R. Beza en deus var dro tri c’hant nontec mil leo, tost da gant unnec goech brassoc’h eguet hini an douar ; dre betra e veler e zeo brassoc’h an eol vardro ur milion pêvar c’hant mil goech eguet an douar. Beza e mâ pêvar milion lêo ha trêgont diouzomp.
G. Da betra e servich an Eol ?
R. Da sclêrijenna ha da domma an douar, da brodui ar plant, an anevalet, ha da ober dezo beva ha cresqi. An Eol a sclêrijenna ar bed abaoue ma zeo crouet, ha placet eo gant Doue ivez qer just evel ma zeo dleet, evit beza util deomp : rac ma vez huelloc’h, ne alfe qet astomma an douar ; ma vez izelloc’h, e teufe da c’hrilla qement so oll. Servicha ra c’hoas da regli buez an dud, dre an heuriou, an deveziou, ar misiou, ar bloavesiou hac ar c’hantvejou : anfin, hep an Eol n’elfe den beva.
G. Livirit dìn hac an Eol a flach ?
R. Goechall e credet e troe an eol endro d’an douar ;