G. Nac ur Sauzon, petra int-ii ?
R. Ar Gouarnamant en deveus troet anezo a grenn d’an navigation ha d’ar c’hommerç ; simpl ha serius int, mes mancout a reont a sobrentez.
G. Pez seurt bividiguez o deus an Affricanet ?
R. Tremen a reont evit beza feroç, digalon ha disleal, herves ur beacher benac ; hac herves darn all, en em gav meur a bobl er c’hontreou-se, o deus memes bividiguez evel a voa e commançamant ar bed. En dezert Sahara, ur marc’hadour a roas cant mil scoet evil ur banne dour, rac eno e rear bete tri c’hant leo avichou, hep na vez cavet ur strill.
G. Roit dìn un detaill eus a seiz Burzud ar bed.
R. 1. Ar Volz caer a eure Arthemis da ober d’e fried, ar roue Mosol, er guær a Halicarnas ; capital rouantelez Cari. Ar pez caer-se en devoa tri droatad ha tri uguent eus ar c’hreis-dez d’an nord ; ar facaden a voa un nebeut strissoc’h ; beza en devoa pêvar c’hant unnec troatad a dro. E hueldet a voa eus a seiz troatad ha trêgont, ha beza en devoa c’hoec’h colonen ha trêgont en diabars. Ar philosoph Anaxagoras, eus a Glamozen, pa er goelas, a lavaras ; Cetu aze calz a arc’hant chenchet e mein.
2. Templ Jerusalem, construet gant ar roue Salomon, var menez Moria, er plaç ma velas David an æl distrujer eus a justiç Doue, ur c’hleze noas en e zorn. Seiz vloas e voet ouz en ober. Ar plaç santel eus an templ-se a voa hir ha ledan eus a uguent ilinad, ha demeus ar memes