Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 18 ]

calz a draou all en diabars ar c’hoad ?

R. Dre ma zêo bet grêt an traou-se, pe blacet re-all en ur drec’hi ar c’hoad, ha dre ma cresqe, e teuent da veza goloet, hep beza effacet nac andommajet. Evelse, n’en deo qet estonus e vez cavet esqern, scrituriou, ha meur a dra all en diabars ur vezen benac.

G. Pez seurt teoder o deus ar Goez ?

R. Beza e zeus a veur a vent ; mes güelet a rear ivez eus a un deoder surprenus. Var menez Etna, pehini a zislounc tan, e voa ur vezen guistin, creus, hac a voa qen teo, ma elle ur messaer en em loja enni gant e oll dénved ; 150 troatad tro a voa enni. Linne a gomz ivez eus ur vezen ru-voad, eus a enezen Tenerif, pehini e devoa 34 trotad teoder. Tostic da Strasbourg, e zeus un andret hanvet Ar Vezen Glas , e pelec’h so realamant ur vezen dreist-ordinal : gallout a rear placi pêvar uguent den en he abri, é qever tauliou bian ; en diabars eus ar vezen e zeus cabinejou brao. En Ameriq e zeus ur vezen, hanvet Guezen an Diaoul, a behini ar frouez a ra un effet estranch : pa zizec’hont ous an eol, en em fraillont, o tigueri, hac en em strìncont a bell gant un drous qer bras evel a rafe amâ un nombr bras a fusuillou pere a deufe casi assambles.

G. Ha pell-amzer e vev ar Goez ?

R. Prouvet aoüalc’h eo e c’hell an Dêro beva cant vloas en douar mad, hac an Olives tri c’hant. Ar Cedrès eul a venez Liban a vev qeit amzer, qen a sonje an dud