G. Petra ra an Albanistet pa varv unan anezo ?
R. Mont a reont, an eil goude eguile, da c’houlen digant an hini maro, perac en deus abandonet anezo, hac e reont dezàn mil guestion evelse.
G. Petra a gavit-u a ral en Amadabad en Asi ?
R. Goelet a rêr eno hospitaillou evit al lapousset, hac evit al loëned all en em guev clàn, pere a vez panset ha soignet gant ar bayanet.
G. Pez seurt poan a rêr souffr d’al Laeron, en kær Achem, en Indes ?
R. James n’o laqer d’ar maro ; mes evit ar c’henta laeronci e vez troc’het an dorn betec an azorn : evit an eil e vez troc’het eben, hac avichou un troad, pe daou memes.
G. Expliqit dìn petra eo menez Pic-Adam en Indes ?
R. Beza e deus diou lêo a hueldet. Aroc êruout e bar ar menez, e caver ur blenen gaer, e creiz pehini e zeus ul loaguen goall doun eus ar goella dour a ouffet da eva, demeus a behini e sorti meur a voas dour, a ziruill e traon ar menez, hac a form an teir rivier brassa deus an enezen. Guelet a rer e qichen al loaguen un daul men, var behini e zeo gravet merq troad Adam, pehini, eme an habitantet, a zo bet crouet hac entêret var ar menez. Sonjal a reont ivez penos ul loaguen dour sall, pehini a so tostic eno, a so bet formet eus an daelou a scuillas Eva var Abel. Evit êruout var leyn ar menez, e ranqer crimpat dre chadennou houarn, pere so staguet expres