evit se, rac anese vez impossubl pignat eno. Var al leyn e zeus ur blenen rond, hac e deus daou c’hant pas.
G. Peseurt bividiguez o deus ar C’hanibalet ?
R. Bale a reont en noas, ha ne vailluront james o bugale, ar pez a ra ma zint nerzus ha formet mat ; o laqat a rêr en ur baner coton ; ha d’an oad a bêvar mis é valeont var o farlochou, hac en em habituont qement da se, qen a redont buannoc’h eguet den, pa vent rentet en un oad avancetoc’h. Peb tad a famill en deus e gabanen, e pehini e command. Ar graguez, an devez goude m’o deus ganet o bugale, a labour evel an ordinal ; mes lavarat a rêr en em laqa an ozac’h er goele, e pehini e rêr dezàn chom epad meur a zevez, hac epad pere e rêr dezàn ivez observi ur yun gouell rigorius. Ar botret a so atao destinet d’ar brezel ; dêbri a reont o enemiet, casi evel ar bresilianet. Adori a reont an Doueou mad ha droug, hac e credont ivez en ur vuez hep fin eus an ene. Pa varv unan benac, e reont dançou trist, en ur grial en ur fêçon spontus. Mar en deus an hini maro ur morian, e lazer anezàn evit mont d’e servicha er bed all : entêri a rêr ivez gantàn e veublou hac e guy.
G. Lavarit dìn un dra benac eus a Keyserlautern.
R . Er bloa 1749 e voe trapet en ur stanq e qichen ar guær-se, ur pesq pehini en devoa tost da nontec troatad a hirdet ; hac ar pez a voa a guriussa, e zoa ur pez coëor a voa staguet dindan e vrencqou, var pehini e voa gravet en langach grecian ar c’homzou-mâ : Me eo ar Pesq