Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 25 ]

laqet er stanq-mâ dre daouarn propr Frederic II, impalaer, ar 5 a vis Here 1230 ; ar pez a zisq en devoa neuze ar pesq-se pemp cant nontec vloas.

G. Petra a veler a gaer e Strasbourg ?

R. Tour an Itron Varia. Tost da zaou c’hant vloas e voet ous e batissa. Beza e zeo an huella colonen begueg eus an Europ. Pemp cant pêvarzec troatad ha tri-uguent a hueldet e deus. En deiziou a rejouissanç e vez alumet goulou partout endro dezàn. C’hoezec cloc’h a voa ennàn ; an hini brassa a boeze trivac’h mil livr. — An Horolach a so ebars an ilis a so ur pez ar c’haera : merqa ra tro ha distro ar stered, an eol, al loar, ar fallaennou, ar sêzonou, ar vijilou, ar goueliou, ar misiou, an deveziou, an heuriou ha minutou. Ar pêvar oad eus an den, represantet dre figuriou convenabl, a basse hac a son ar c’hardeuriou var clêyer bian. Neuze e teu ar Maro, chasseet gant ur C’hrist ressuscitet, pehini gouscoude a bermet dezàn sqêi an heur, evit digas sonch e ranqer mervel.

Goelet a rêr c’hoas en ilis S. Thomas, ar Volz caer en deus laqet Louis XV da sevel d’ar Marichal bras a Sax. E traòn ur golonen begueg e veler an haros armet, e benn curunet a laure, hac en e zorn e vas a gommandamant. Disqen a ra gant ur pas hardis bras ar pazennou a gundu d’ar volz, en ur sellet ous ar Maro gant un ear indifferant. A deo e mâ ar bobliou var pere en deus gounezet ar victor, dindan figurennou convenet. A gleiz, ar Garantez en daelou, a fix anezàn, hac a ranvers e