flamboesen. Var ar pazennou e veler figur ar Franç, gant un ear gracius meurbet, ha leun a vadelez, pehini deus un dorn en em efforç da zerc’hel ar Marichal, ha deus eben e pouls ar Maro a so a gleiz d’ar volz, an doulsizl en he dorn, pehini a hast an haros da antren er volz a zalc’h digor. Er c’hostez all deus ar volz e mâ figur Hercul, a behini ar glac’har mâl ha bras a gontrast gant hini ar Franç.
G. Nac e Lyon, petra a veler a gurius ?
R. Horolach ilis an arc’hescopti. Grêt eo eguis un tour carre, peur-echuet dre un dom, aziouc’h pehini e zeus ur c’hoq hac a anonç an heur en ur digueri e ziou-esqel, hac o cana teir goech. Var ar pondale bian a gurun an dom, e zeus ur souiss, pehini, qerqent ha ma commanç ar c’harillon da son, a deu da sqêi an heur gant ur morzol. Var pêvar gadran e deus an horolach-se, e zeo merqet casi qement a so var hini Strasbourg.
G. Petra a veler a ral e kear Turin ?
R. Guëlet a rêr ur Punç hac a so construet en ur fêçon dreist-ordinal, dre ma ranferm ur pazennou hac e deus un diribin douç, dre behini ar mulet a ell disqen ha pignat, hep en em rancontri.
G. Petra a leverot-u din eus a guear Toulous ?
R. Vardro ar bêvarzecvet cantvet e voe formet ur seurt Academia eno, ar gossa eus an Europ, e pehini an academicianet a bedas ar boetrianet, hanvet er vrô-se Troubadour, da asista en o assamble, an deiz qenta eus