G. Petra eo ur Grenamant douar ?
R. Re hir e vez dìn dont da explica deoc’h ar penn-caus eus ar burzud horrubl-se. Lavaret a rìn hepqen penos en diabars an douar e zeus ear, matieriou nombrus, hac a guemer tan, un dour dreist musur, pehini, dre e vogueden nerzus bras, ha dre ma zeo ranfermet qer stard e fonç an douar, a deu oll da ober effortjou incomprenabl evit caout un digor. Rac-se eta, e zeo an ear, an tan hac an dour a so caus d’ar grenamant douar. Ur spont eo clêvet comz eus ar maleuriou en deus occasionet. Er bloa 1755, Lisbon, kear gapipal ar Portugal, a voe oll dêvet, hac an darn-vuia eus an tiez a voe lounqet e calon an douar, hac un nombr bras a dud ivez. En Ameriq e zeus güelet crenamant douar epad ur bloas. Anfin, ar maleur-se a êru re alies.
G. Petra eo ur Menez a dol tan ?
R. Ur menez hanvet isfound tan, e fonç pehini e zeus eur môr a dan, ha pehini, pa deu da zislounqa ar pez a