Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 29 ]

so ennàn, a ra qent commanç un drous an horrupla dindan an douar, qer crén hac ar gurun ar spontussa, ha c’houitelladennou eüzus. Güelet a so ar seurt isfontou-se o tislounqa môriou plom, houarn ha coëor, bervet oll, ha ruz evel an tan, eus a ziou lêo hirdet, pere a ruille vardro, hac a zê d’en em goll ebars er môr. Avichou e laqa parissa enezennou elec’h ne voa nemet môr, hac e tistol goaziou dour bervet, pesqet, mein ; anfin, qement tra oll a ell caout. Er bloa 1640 e zeus goelet bete diou lêo ha daou-uguent tro a zouar, goloet oll a ludu distolet deus un hevelep isfound. Avichou memes e tisec’h ar môr a vez tost, hac e tislonq neuze dour sall, hac a ravach an douarou divar dro.

G. Pehini eo Roue an Anevalet pevar droadet ?

R. Al Leon, aneval caer, terrubl ha generus. O veza achappet unan eus e lochen, e Floranç, e laqas ar spont dre oll. Etoues an dud a dec’he, e zoa ur vreg a zougue he buguel etre he divrac’h, hac a lezas da goeza. Al Leon a saillas varnezàn evit e zevori ; mes ar vam baour a zistro râctal, ha leun eus ar garantez ardant e deus evit he buguel, en em strinq ous treid al loen furius : « Rent dìn va buguel, emezi d’al leon, en ur grial ; rent dìn va buguel, pe devor ac’hanòn ivez… » — Al Leon a sell ferm outi ; hac evel ma en devije santet ar glac’har vras eus ar vam disesperet-se, ha comprenet an nerz eus he daelou, e seblantas beza tenerrêt e garacter farouch, hac e pozas goustadic ar buguel var an douar, hep ober