Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 30 ]

nep seurt poan abet dezàn.

G. Pehini eo Roue ar Pesqet ?

R. Ar Balen, dre ma zeo ar brassa tout. Beza e zeus hac o deus bete daou c’hant troatad a hirdet, hac a fournis betec cant bariqen heaul.

G. Pehini eo Roue al Lapousset ?

R. An Erèr eo, dre e nérz, e gourach hac e bromptidiguez, Lavarat a rear en deus trivac’h troatad a ledandet, pa vez digor e ziouesqel. Beza a zo hac a anlev dénvet ha bugale, da gass en o neiz evit devori. Ur paysant a lazas unan a doliou perchen, pehini a falveze dezàn anlevi ur buguel a bemp bloas. — Pa zoat o choas ur Roue d’al Lapousset, e voe decidet henvel an hini en devije nijet an huella tout. Al Laouenanic paour en em laqeas ive var ar renq, ha pa velas na elle qet heuill ar re-all (sellit ar finese !), cetu én ous en em bosi sioulic var guein an Erèr ; pehini, o veza nijet calz huelloc’h eguet an oll lapousset all, a zistroas da zellet outo gant mepris, hac e yas pelloc’h. Anfin, scuis bras, en em lavare a outàn e-unan : na ellàn mui ; ret eo dìn disqen. Al Laouenanic o clêvet se, a guemer e nich, hac a lavar d’an Erèr : Penos, corf lach, n’out qet evit va heuill ! me a ya da vont calz huelloc’h ; mes en em bosi a eure adare var an Erèr, pehini n’er sante qet, hac e teujont d’an douar ; mes al Laouenan o qemer c’hoas e nich, na êruas en assamble nemet an diveza, hac a lavaras a boes penn : Me meus gonezet ar victor, ha n’e don tam scuis.