lavaret dezàn penos ma vije armet chevalier, e santje redoubli e nerz hac e gourach, ar Marichal a autreas dezàn ractal an urz eus ar chevalliri, ous en exorti da ober erfat da heuill exempl e dad côs Budes de la Roche, pehini a voa en em brudet bras e brezeliou an Douar Santel.
Ar momentic-se a beoc’h a voe heuillet eus a ur stocaden horruploc’h eguet ar guenta. Beaumanoir en em disqeuzas vaillant dreist musul ; mes blesset e voe, hac ar c’holl eus e voad, o veza en alteret terrubl, e c’houlennas da eva ; neuze eo e reas Geoffroi du Bois dezàn, unan eus e vignonet, ar respont brudet-mâ : Beaumanoir ev da voad, ha da sec’het a dremeno. Ar seurt reproch-se a biqas enor ar Marichal, pehini a guntunuas da gombati gant calz a gourach ; gouscoude, accablet dindan an nombr, e voa var ar poent da veza grêt prisonnier gant Bembro, pehini a grie varnezàn d’en em renta, er moment ma voe lazet ar chef Sauz-se gant Alan Ꝃanrais ecuier Breizad, pehini a roas dezàn un tol lanç, hac en discaras maro d’e dreid, al lanç o veza antreet en e lagad hac en e empen. E varo a laqas an disurz etoues ar Sauzon, hac ouspen, a ziangajas eus o c’homz an tri Breton, Charuel, Bodegat, ha Pestivien, pere a voa prisonnerien ; hac o veza bet delivret, e qemerjont lod er gombat. An ecuier Gouillou de Montauban a echuas, dre ur finesse brezel, da laqat ar Sauzon en diroud : sailla a eure var e varc’h, hac o veza gret ar vân da guemer an tec’h, evit o zenna var e lerc’h, e reas troyou ha distroyou cam,