Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 37 ]

hac e teuas d’ar c’haloup d’en em mesqa en o zoües, en eur ranversi anezo hac a deo hac a gleiz a doliou morzol. Ar Sauzon a gollas courach neuze, hac ar re na voe qet lazet er gombat, a voe grêt prisonnerien, ha cunduet da gastel Josselin gant ar Vretonet triomphlus.

Cetu aze ar recit fidel eus ar gombat memorabl-se, pehini na vezo biqen ancounac’hêt etoues ar Vretonet, na gant ar Sauzon memes.

Ar gombat-mâ en devoe lec’h er bloa 1350, d’ar sadorn aroc sul al Letare.

G. Contant bras oun eus ho recit ; mes carout a rafen clêvet henvel ar Vretonet vaillant-se ?

R. Cetu-int amâ : — Chevalierien,

Robert de Beaumanoir. *

An Autrou de Tinteniac. *

Gui de Rochefort.

Yoen Charruel.

Robin Raguenel.

Huon de Saint-Yvon.

Caro de Bodegat.

Olier Arrel.

Geoffroy du Bois. *

Yan Rousselet.

Ecuierien

Guillou de Montauban.

Alan de Tinteniac. *

Tristan de Pestivien.