Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 40 ]


G. Chom a rejot fidel d’ar Franç ?

R, Er bloa 1589, calz a guæriou eus a Vreiz en em disclêryas evit an alianç a voa a enep Herri iv, roue a Franç ; mes ar Prinç mad-mâ, tad e oll sujedet, ha mignon bras d’an dud divar ar meaz, da bere e promette ar yar er pôd a deuas a benn, dre vadelez e galon, da c’honit hini ar Vretonet, pere na rejont nep effort evit en em attachi dezàn, hac abaoue ec’h eller lavaret evit goüir e zeo bet bepret ar Vretonet fidel d’o Roue.

G. Piou en deus hanavezet da guenta Herri iv evit Roue a Franç ?

R. Parlamant Breiz : Henor dezàn !

G. Petra a voe goelet a gurius e Petersbourg, capital ar Russi, er bloa 1740 ?

R. Er gouàn vras a voe er bloa-se, e voe construet eno, gant ar brassa urz, ur Pales Scorn pehini en devoa daou hac anter cant troatad anter a hirdet, var c’hoezec anter a ledandet, hac uguent a hueldet. Eus ar rivier vras an Neva e voe tennet tout ar scorn-se, pehini en devoa tri droatad a deoder. Dre ma tennet anezo deus ar rivier, e vijent taillet evel ar vein benerez ; ha pa vijent placet, ec’h arouset anezo gant dour eus a bep seurt liou. Dirac ar Pales-se e voe placet c’hoec’h canon scorn, teurniet, gant o affujou hac o rojou, grêt ive en scorn. Carguet e voent a boultr, hac e tenjot ganto.

G. Comzit dìn ivez eus a Feunteun Vozeley.

R. Ar Feunteun-se en em formas ouspen cant vloas