Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 43 ]

en em hastas da henori an den courajus-mâ demeus a vercou e justiç hac e vadelez.

C’hoar Bisson e devoe pemp cant scoët pansion digant ar Roue.

Bisson a voa deus an Oriant, ha Tremintin deus a Enez-Vaz.

G. Comzet oc’h eus dìn eus a Voaset vaillant ; mes, ha ne zeus qet bet ivez Merc’het a galon ?

R. Evel evit ar goaset, em bez calz da henvel ; mes na gomzin nemet a deir, eus a vroyou differant.

1. Janned d’Arc, hanvet Goerc’hes Orleans, deus a vilajen Domremy, merc’h da ur paysant.

Ar Franç a voa d’ar c’houls-se en ur stat trist, dre ar victoriou a c’honeze ar Sauzon ebars en hon rouantelez memes. Janned, evel dre un inspiration divin, en em sel evel galvet gant Doue da sauvetât ar Franç ha da chasseal an enemiet, pere a voa var ar poent da guemer Orleanç. Mont a reas eta qerqent da gaout Charles VII, roue a Franç, hac o veza expliqet dezàn sclêramant an objet eus e demarch, en em laqas e penn an trouplou, hac ec’h ancourajas an oll zoudardet, dre he exempl, en eur chasseal ar Sauzon. Cundui a reas neuze ar roue d’ar guær a Rheims, evel m’e devoa promettet aroc, evit laqat e sacri. Mes an haroses-mâ a voe qemeret e siech Compiegn, ha casset da Rouan, e pelec’h e voe condaonet, evel ur Sorcerez, da veza dêvet en beo, er bloa 1451, en mez he adversourien milliguet. Souffr a eure ur maro qer