Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 49 ]

vuzic. Epad-se, ur Serjant poliç a bigne var taillard ar marc’h, ur voutaill, ur gobelet hac ur zerviet en e zorn ; emàn a gargue ar veren a vouïn, a bresante anezi d’ar roue ; mes én e-unan a eve ar gouïn, a dorche e vuzellou d’ar prinç, hac e taule ar veren var ar blacen. Ar bobl en foul a zaille evit e drapout ; hac an hini a deue d’e renta, hep na vije na faoutet na torret, en devije cant scoët evit e boan. Goude se e vije laqet ur branq laure en dorn ar roue Gralon.

G. Petra leverot deus ar C’hroasic ?

R. Ar graguez hac ar merc’het yaouanq, güisqet caer, hac ornet eus a bep seurt fleuriou, a rede var ur garrec a voa var bord ar môr, hac eno, o daoulagad savet varzu an ên, hac o divrac’h en ear, e canent, pa velent al lapousset-môr :

Lapous, Lapous, Lapous,
Digas dìn a fried ; ha dìn va amourous.

G. Roet oc’h eus dìn da hanavezout meur a bobl : comzit din ivez bremâ eus ar Vretonet.

R. Ar Vretonet a gar ar religion dieist pep tra, hac ar brassa attachamant o deus evit ar Roue ; meurbet e zint hospitalyerien. Mes reproch a rêr da galz da gârout re o banne, ha da nonpas beza propr aoüalc’h. Ar pez a eston calz a dud, e zeo guelet peguen dies e zoar azezet diouc’h taul, evel pa vez dies caout ur banq qempen evit beza en hueldet hac en distanç convenapl, ar pez a bermetfe lezel ar scudel var an daul, e lec’h e delc’hel