etre an daouarn. Ar routin a ra calz a c’haou, rac na c’hoantaer qet planta goez Avalou, rac aoun da veza laeret, hep sonjal penos, amezeg an hini a blantfe goez avalou, o velet en defe emâ calz a avantach, a deufe ive d’e dro da blanta e-unan ; hac an eil e ser eguile, o defe ar blijadur da gaout ur banne gist d’o repasiou, dreist oll da derri o sec’het epad al labouriou rust eus an eaust. An tillach a vez gallet ivez beza ramplacet gant pleinch. Un c’hustum fall eo ivez eva varlerc’h den, hep rinca ar picher pe ar scudel. An habitud da lezel a bep seurt loustoni vardro an ty ; qementse oll, herves rapport ur medecin habil, a so penn-caus da galz a glénvejou danjerus. Neuze, elec’h guelvel ur medecin mad, na rear, peurvuia, nemet remejou commerezet, ha na glasqer ar medecin nemet re divezat avichou.
Qement a lavarer amâ na dle choqi den, rac ne zeus bet nep intantion d’en ober : control a se eo.
Mes, caout a ra din e zeo poent deomp achui hor C’honferançou, rac aon, elec’h dont da amusi, e teufet da scuiza, ar pez na souhetàn qet. Va dessign eo bepqen laqat tremen ur momentic a blijadur en ur len al levric-mâ. Contant, ma el plijout. Evelse bezet grêt.