Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 9 ]

ar memes son, peguement benac m’hon eus diou scouarn ?

R. Abalamour ar son a sco lodennou pere o deus ur poent a union commun en empen. Na eprouvorap qet eta nemet un effet, mes doubl eo demeus ar pez a vez, ma n’hor bez nemet ur scouarn.

G. Perac en deiziou caer eus an hân, an eol o sevel a so accompagnet eus a un avel fresq ha scanv ?

R. Abalamour tomder an eol o sqigna an ear, er forç da occupi ur spaç brassoc’h, ha da chasseal an ear tosta, pehini en em sil neuze etrezec an andrejou e pelec’h e cav nebeutoc’h a ampechamant.

G. Perac en hor broyou aveliou ar Sav-Eol a so peurvuia sec’h ?

R. Abalamour ma treuzont calz a gontreou douar, nebeut a vôriou, ha na ellont dre se en em garga a vorennou gleborec.

G. Perac avel ar Chreis-Dez a so tom ha gleborec ?

R. Abalamour an avel-se a deu deus an Afriq pe demeus a gontreou an domder, a bouls dirazàn morennou tom ; neuze e tremen a uz môr ar Mediterranee, e pelec’h en em garg a vorennou glebor en em chench en glao, pa zint seziet gant yenien hor brô.

G. Perac an avel Nord a so yen hac alies glaoyec ?

R. Abalamour an avel-se a deu deomp demeus a