Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 17 ]

lancet a gostez, na scoont an daoulagad nemet goude beza bet feplêt dre ar sæziou pere en em oper var muraillou ar punç.

G. Perac e zeo tom an dillat gloan er gouân ?

R. Abalamour an dillat-se a so cunduerien fall a domder, delc’hel a reont, dre gonsecant, hini ar c’horf, hac en ampech da vont er meaz.

G. Perac e zeo dangerus en em abrita dindan ur vezen epad un arneu ?

R. Abalamour ar goez, o veza beguec, a ra effet ur paracurun ; chass a reont eta deze ar malier curun, hac a occasion alies un discarg var an dud imprudant a ya da glasq un abri dindan o deillou.

G. Perac ne zeus nep danger diouz ar gurun, pa vet'en'dour ?

R. Abalamour a re eus a vatier ar gurun en em lès cundui qen buan dre an dour, na ra nemet raza an traou glebiet.

G. Perac na dleer get son ar c’hleyer evit pellât ar gurun ?

R. Abalamour an touriou o veza ordinalamant goal huel ha beguec, a denn dezo ar gurun, dre mouvamant ar c’hloc’h, a form ur red a denn ar gurun elec’h er pellât. Ha c’hoas, ar c’herden o caout ur vertus a gundu, a gommuniq ar red d’ar sonerien imprudant, pere a beris evelse alies, victim demeus o ignoranç.

G. Perac e cresca ar glao ractal goude ar gurun ?