Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 19 ]


G. Perac e leverer e zeo util an erc’h d’an douar ?

R. Abalamour, en eur c’holo an douar, e preserv an edou deus ar scorn, en eur gonservi ar memes degre a yenien a so bet necesser d’e formi, pehini eo an hini a c’henta scornadur. An erc’h a brodu ive d’an douar ur glebor pehini en em gonserv pelloc’h eguet hini ar glaoeyer, rac treanti a ra hac en em sil davantach en eur deuzi hac ouz en em renta e dour. Mes un errol eo credi e trua an erc’h an douar.





MICHEL-PIPI,


PE AR FARCER BRETON.


————


G. Petra eo na repos na nos na deiz ?

R. Ur rivier.

G. Petra a c’hourdrous ha na lavar guer ?

R. Ar bis.

G. Petra a so just hac ingal e peb tra ?

R. Ar balançou.

G. Petra eo hardissa tra so er bed ?

R. Rochet ur meliner, rac bemdez e paq ul laer dre e gollier.

G. E pez amzer e ra an dent ar muia poan d’ar bleizi ?