Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10

ractal ar justiç : disqennomp. Mes allas ! pa essajont d’en ober, pebes souez evit an dud qeiz ! peguet e voaint oll ivez eus ar brancou…

Chom a rejont evelse bete pemp heur eus an nôs, ma êruas ar bonom Mizer gant e vissac leun a vara, hac ur fagoden brechen var ebenn, pehini a voe estonet bras o velet tri den el lec’h unan en devoa lezet var ar vezen.

Ah ! ah ! emezàn, en ur zailla gant joa ; mad e vezo ar foar, var a velàn, pa zeus amàn qement a varc’hadourien. Petra ar gonner a deuec’h-u da glasq amàn, va mignonet, emezàn, d’an daou diveza ? Ha ne allec’h-hu qet goulen ur beren, hep dont d’o laeres dìn ? Hac int o respont en ur grena : ni ne domp qet laeron ; ni zo amezeyen vad, deut evit sicour an den-mâ a grie forç, ha pa fell deomp caout per, e zeomp d’o frena d’ar plaç. Mar deo güir se, eme Mizer, disqennit pa guerrot ; ar bunition n’e deo grêt nemet evit ar re goupabl. Ractal e sailljont d’an douar, hep laqat re en em bedi, ha na vouient petra da zonjal eus a bouvoar Mizer var ar vezen-se.

An dud-mâ eta o veza d’an douar, a drugareqeas Mizer deus e vadelez, hac er pedjont da gaout compassion eus ar paour qèz diaoul a voa aboue qeit all a amzer en faction er vezen derrubl. N’en deo qet quittes c’hoas, eme Mizer ; gouzout a rit erfat e zeo én ar güir laer eus va fer, pa na ell qet disqen eveldoc’h ; ha chom a rayo en pinigen qeit ha ma plijo dìn, evit m’en em venjìn deus ar fripon, pehini abaoue pell amzer am laere, hac a zo caus n’am eus gallet caout evidòn va-unan nemet vardro ur c’hartouron per.

Autrou Mizer, emezo, christen mad oc’h ; rac-se, accordit dezàn e c’hraç, evit ar vech-màn ; coll a rafec’h hoc’h henor en ur moment, hanavezet evel ma zoc’h er barros-mâ abaoue qeit all, m’en lessec’h aont. Alon, en han’ Doue, pardonit dezàn. Ha goude tout, hac e rafac’h dezàn souffr davantach ? ar pez zo debret zo debret, ha ne vec’h qet pinvidicoc’h.