Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/2

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
2

ràn deoc’h, feiz a zen honest, ne zeus netra qen certen, hac e credàn memes penaus, en hoc’h oll beachou, na glêvjot netra muioc’h estranch.

Lavarat a rìn dêc’h eta penaus daou den, unan hanvet Pêr hac eguile Paul, o veza en em rancontret em parros, a zo brazic brao, hac e pehini an oll a vez pinvidic aoüalc’h, ma na vez Mizer enni o chom, a êruas en antre ar bourg, vardro pemp heur eus an nôs, o daou distrempet oll gant ar glao. E pez lec’h e lojimp-ni, eme Pêr da Baul ? Ma feiz, eme Paul, ne anavezàn qet ar vrô, ha n’en doun deut biscoas amâ. Gouscoude e seblant dìn guelet a deo deomp un ty bras, pehini a zisqeus apparchanti ous tud a stoc. Deomp da bedi ar mestr d’hon repui evit un nosves hepqen. Contant bras oun eus a se deus a greiz va c’halon, eme Pêr ; mes credi a ràn e vez mad, arauc mont da sqêi var an nôr, en em informi pez seurt den eo mestr an ty ; pe e zeo pinvidic pe baour, rac alies aoüalc’h en em drompler gant an tyes caer a veler, hac alies ivez an nep o deus an ear da veza ar mestrou eus anezo, n’o deus qet c’hoas o faeet, ha n’o deus qet memes ul liard da bretanti varnezo : evit anavezout an den ha comz erfat eus e vadou hac eus e oll galiteou all, e zeo ret e ve maro. Mes mar tepordomp goude se evit coania, ec’h allomp lavarat hor Benedicite hac hor graçou ractal. Se n’en deo nemet re gommun, eme Paul. Mes ar glao a guntunu bepret ; mont a ràn da c’houlen ous ar vreg côs-ont zo o voalc’hi el lenn, petra a dleomp da ober evit se.

« He bien, mam gôs, eme Paul, o tostât outi, calz a c’hlao a ra hirio, Mad, emezi, autrou, n’en deo nemet dour ; rac ma vije güin a raje, an dra-se en devije diranjet va c’hoùez.

« Laouen bras oc’h, var a velàn, eme Paul. Perac nan, emezi ? na vanq dìn netra er bed eus ar pèz a dle ur vreg da souheti, nemet arc’hant. Arc’hant ! arc’hant ! eme Paul… Ah ! eürus bras oc’h, ma noc’h eus qet a arc’hant, ha