Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3

ma ellit trement hep caout… Ia ! eme ar vreg, cetu c’houi o cozeal evel S. Paul, e c’hinou digor. Carout terrupl a rit goapât, hini gôs, eme Paul ; mes n’ouzoc’h qet penaus an arc’hant a zo peurvuia ar penn-caus eus a berdition an den, hac e ve da zezirout evit meur a hini n’o defe qet ur çantim hepqen. Evidon-me, eme an hini gôs, ne souhetàn qet ur seurt tra, rac qen nebeut a dremen dre va daouarn, na meus qet amzer da sellet penaus e zeo grêt ur pez. Guell a ze, eme Paul. Ma feiz, guell a ze oc’h-unan, emezi e coler : cetu aze ur fêcon sot aoüalc’h da gozeal. M’oc’h eus c’hoant da voâpât, ec’h allit poursu ho hent ; hac ouspen, cetu ho camarad morfontet oll ous ho selaou. Oh ! eme Paul, lest ar bed da vont, ni en em dommo embêr. Mes, n’en em fachit qet, hini gôs, me ho ped ; ne meus nep intantion d’ho choqi, ha n’em anavezit qet sur, var a velàn. It, ît en ho tro, morliqin, emezi ; n’en doc’h nemet ur c’hanjoler.

Pêr, pehini en devoa clêvet lod eus ar gonversation, ha pehini a scuize abalamour d’an tourmant horrubl a rê, o veza tostêt ous ar vreg, a lavaras dezi : Pez seurt necessite oc’h eus-hu d’en em c’hlebia evel a rit ? Qer presset-se eo ho labour ? Ha n’oc’h-hu qet evit lezel da ur vech all ? Dal a zaou, eme an hini gôs : unan a zirêson, hac eguile ne voar qet petra a lavar. Evelse michanç e vez abandonet al labour en ho pro ? Ac’hamen ! na anavezit qet nemeur tud ar vrô-mâ… Ma Vancfe zo qen ur boned nôs eus a guement a meus amâ d’an autrou Richard, na ven mui mad da deurel d’ar chass. An den-se eta, eme Pêr, a zo guell dies da gontanti ? Ah ! emezi, an den-se a zo ar villa avaricius a zo var ar bed. Mac’h anavessec’h anezàn ! Un den eo da veza qentoc’h fouettet eguet rêi un diner d’ar paour. Penaus, eme Pêr, n’eo qet an hini a zo o chom en ty bras-ont a velomp ac’halenn ? Justamant, emezi ; evit al lous-se eo e labouràn. Adieu, eme Pêr, an amzer na bermet qet deomp comz