An Amourous. Lavarit dìn ha c’houi oc’h eus comzet d’ho tud demeus hon dessenniou, ha penos o deus ho selaouet : hastit buan, me ho ped.
Ar Vestrez. Ia, va Mignon, hac o c’honsantamant o deus roet demp d’en em garout, hac e teziront memes e vemp souden demezet, mar de ive contant ho qerent.
An Amourous. Ah, va c’halonic qèz ! n’on qet evit miret da rei eur bouchic dêc’h evit eur c’hêlou qer caer. Bremâ eta e zê ret demp assambli hor c’herent hep dale mui.
Penos e tle an Amourous comz da dud e Vestrez.
M’ho ped, tud enorabl, da excusi al liberte a guemeràn da zont d’ho ty, evit disclêria dêc’h ar garante dener a meus evit Jannedic, ho merc’h, hac ar c’hoant vras a meus da zont da zemei dêi. Grit dìn an enor da lavarat dìn hac approuvi a rit hor zantimantchou,
An Tad. Ho trugarecât a ràn eus an enor a rit demp ; mes an traou-ze a verit eun tamic reflexion ; rac-se, ne gavit qet fall e tepordfen c’hoas eun nebeut, evit assuri dêc’h va respont, hac e comzfen d’am mignonet eus a ze dre na hanaveàn get c’hoas avoalc’h ac’hanoc’h ; abars eiz de me allo rêi dec’h eun assuranç.
An Amourous. Moc’h assur ive ne vanqìn qet da zont d’ho caout ; ha mar plich gant Doue rêi dìn ar boneur da vea ho mab-caer, ec’h esperan rêi dêc’h qement a gontatamant evel ma ven eur buguel propr dêc’h. Qen a vo ar c’henta a lavaràn dec’h : En em recommandi a ràn dêc’h ha d’am Mestrez. Hastit a fo, mar plich ganêc’h, evit va boneur.
Evit rêy eur voalen d’ar Vestrez, pa vez tremenet ar c’hontrat.
Va Mestrez, pa ê plijet da Zoue ha d’hor c’herent em be hirio ar boneur da vea aliet dêc’h, recevit ar voalen-mâ a roàn dêc’h evit ar merq eternel eus va c’harante barfet evidoc’h, pebini a bado het va bue.