Pajenn:Ledan - Jardin an amouroustet.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12


Ar Bêleg. Petra a c’houlen ?

Ar Paeron. Ar Vadiant.

Goude ma vo badeet ar buguel, ar Paeron hac ar Vaeronez a dle lavarat d’an Tad ha d’ar Vam.

Va C’homper ha va C’hommer, demeus a eur payan, cetu amâ eur C’hristen a laqomp entre ho taouarn, evit desqi deàn ervat e religion, hac e zevel en carante Doue.

An Tad hac ar Vam.

Va C’homper ha va C’hommer, ho trugarecât a reomp eus an enor oc’h eus grêt demp. Hac evit ar pez a zell eus hon dever en andret ar buguelic paour-mâ, ni rêyo deàn evel a dle peb tad ha mam christen.

Mes, azeit ouz taul da zêbri eun tam ha da eva eur banne evit en em rejouissa ganemp eus a eun devez qer caer.

Ar C’homper hac ar Gommer.

Ne allàn qet refusi netra eus a guement a ouffe ober plijadur dêc’h : D’ho yec’het ta, va c’homper Yan, ha c’houi, va c’hommer Janned, ha d’ho pugale.


————