Pajenn:Ledan - Jardin an amouroustet.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





JARDIN


AN AMOUROUSTET.


————


Penos e tle an Amourous en em gomporti en e jestou hac en e vüiscamant.


P’oc’h eus c’hoant da garout eur plac’h ha da veza caret ganti, evit cundui eur vuez santel assambles, e tleit, aroc tout, caout vertusiou a furnez, graçou mad, honestis ha proprete, rac ouz se oll e seller calz.

Tleout a rit eta, qent eguet tostat ouz eur Plac’h, evit ober ho Mestrez anezi, beza propr, güisquet qempen, ha delc’hel ho taouarn, ho pisach hac ho plêo evel ma zeo dleet, evit na vezot qet qemeret evit eul lous hac eur feneant. Gouscoude ne dleit qet tenna vanite eus ho tillat brao ; control da ze : bezit humbl ha mad dirac an oll, hac er fêçon-ze e c’honezot graçou mat eur plac’h a fêçon, hac e vezot caret ganti.

Ne dleer get en em facha eus an imperfectionou naturel.

Ma n’en doc’h qet avantajet eus a eur visach pe demeus a eur c’horf caer, tachit da c’holo an defotchou-ze dre manielou civil ha gracius.

Uliss en devoa eur visach divalo hac eur c’horf diform ; mes e vertusion hac e c’hraçou mad o devoa qement en ornet, ma veritas beza enoret gant an oll rouanet all.

Petra eo ar goantiri, nemet eur fleuren, pehini hirio a vrill, ha varc’hoas ne vezo netra ! Rac-se, tachit da gaout talantchou caer, evidoc’h da veza eun den brao, fur ha modest, hac e vezot caret gant an oll.