Pajenn:Ledan - Jardin an amouroustet.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6


An Amourous. Mar deo güir a lavarit, em rentit meurbet contant, rac me garfe caout ar boneur da gavet evit Mestrez eur plac’h qer caer ha c’houi ; mes mil aoun a meus na ve ho speret occupet eus a eun all benac.

Ar Vestrez. Peguen incredul oc’h ! Penos a fell dêc’h e lavarfen ar pez ne ouzòn qet ? Credit mat ac’hanon : n’ouzòn qet en pelec’h e màn, na piou eo.

An Amourous. Plac’h yaouanc, aoun a meus da zisplijout dêc’h, rac ma teufe bremâ hoc’h amourous da gozeal ganêc’h, marteze e ven cos ne gretfe qet tostât : rac-se, mar fell dêc’h, e zàn d’en em denn ; mes qent eguet partia, deurvezit permeti din rêi eur poc dêc’h evit ho mignon : ze am rentfe meurbet contant, rac n’oun qet evit miret da gredi e ve libr ho calon.

Ar Vestrez. Na c’houi zo goapaüs da zont da gomz din er guiz-se ! rac gouzout a ràn ervat ne veritan qet e teufe den yaouanc ebet d’am darempredi.

An Amourous. Oh ! va fardonit, plac’h yaouanc ; qement a c’hraçou hac a furnes a remercàn ennoc’h, m’en em estimfen eürus meurbet da vea ho servicher. Plijet eta ganêc’h, qent ho qüittât, caout ar vadelez da lavarat dìn var biou oc’h eus tolet ho choas ; rac ma noc’h eus qet grêt, evel a lavarit, ha m’am be ar boneur da vea dign ha capabl da veritout ac’hanoc’h, e qemerfen an hardieguez da dostat ouzoc’h evit ho servicha ha disqeuz dêc’h peguement eo leun va c’halon ac’hanoc’h.

Ar Vestrez. Va Doue, na c’houi a goze brao ! Mes biqen va speret na va zêod ne vint capabl da respont d’ho complimantchou ; rac eur plac’hic qèz eveldòn ne verit qet bea ho servicherez, ha n’ê qet dign da gaout eur servicher eveldoc’h ; rac-se, m’ar deo evit goapât e lavarit qement-se, me ho ped d’en-em denn, ha da glasq re all da basseal hoc’h amzer.

An Amourous. Ha possubl ve, fleuren ar c’hanton, e sònchfac’h e ven qen insolant da zont da ober goab eus an objet precius da beini va c’halon ne c’houlen