nemet bea ar servicher humpia evit ar rest eus e vue ! Qentoc’h e carfen bea maro eguet rêi dêc’h ar sqeud eus a eur seurt soupçon ; mes güelet a ràn ervat oc’h eus aoun da lavarat dìn ho polonte. N’o pezit morc’het ebet, me ho suppli, rac brêmâ eo ret digueri ar galon, ha comz hardiamant da eur servicher.
Ar Vestrez. Côves a ràn e zòn simpl ; mes Doue d’am miro na ven qer zodes da zont d’en em angaji ha da gredi qer buan d’ho comzou ; mes pa lavarit eo poent digueri ar galon, bezit ar vadelez da assuri din da guenta hac ar pez a lavarit a c’hinou, a zo evelse en ho calon.
An Amourous. Pardonit dìn, mar teuàn d’och importuni ; mes ar garante ardant a meus evidoc’h am forç da gomz gant qement hardieguez, evit disqeuz dêc’h penos va oll dezir eo d’ho carout, d’ho servicha, ha da vea caret ganêc’h.
Ar Vestrez. Carout a rân Doue, an enor hac an oll : Petra’ fell dec’h ouspen ?
An Amourous. Qementse zo ervat ; mes güelloc’h ec’h alfec’h c’hoas lavarat em profit, m’o pije hepqen lavaret ia ; rac güelet a ràn bremàn ervat penos an hini en defe ar boneur da gaout ho carante, a ve meurbet eürus. Rac-se ho pedàn, hep dale davantach, da lavarat dìn franchamant ha c’houi am c’har, ha contante vec’h-hu d’am receo evit ho mignon hac ho servicher.
Ar Vestrez. Hola ! eun tamic re oc’h importun ; an dra-ze na bress qet qement hac a lavarit, rac lavarat a rêr eo ret en em anaveout qent eguet en em garout.
An Amourous. Güir eo ze, rac goude ho peza güelet dija meur a vech, hac ho peza anavezet carguet demeus an oll berfectionou, en em gafen eürus bras, ma ven servicher da eur vestrez qer coant, qer vertuzus, qen douç ha qen parfet ha c’houi. Rac-se, va douç, mar fell dêc’h va receo evit ho mignon, e ve ze va brassa boneur: lavarit dìn eta, me ho suppli, hac an hini a garit a zo tost dêc’h.