Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11


Var gampagnou Eliezer,
O veza bet pedet Doue
D’e gundui en demarch-se,
Ec’h êruas directmant
Elec’h ma edo ar plac’h yaouanq :
caer evel eur stereden, en eur famill an honesta,
Tud demeus ar re charitapla.
Pedet e voe da vont en ty,
Qinniguet dezàn da zêbri ;
Mes én a Iavaras a grenn
Ne guemerje nep brienen
Nemet goude explica
An urzou voa roet dezâ.
Aman ive, va breur qer,
Ne rit qet deomp coll hon amzer :
Deut omp gant an intention
Evit ar memes commission,
Hac e zeo deomp-ni revelet
Emedi aze hon reqet.
Caer ho pezo dissimuli :
Hor plac’h a zo ebars ho ty :
Lavarit dêi e mòn amâ
Gant an hini a gar ar muia
Demeus an oll grouadourien
Pere a vev hac ha dremen,
Hac én eo a bed anezi
Da zont breman da gontracti,
Evit beva ervat assambles
Ar rest demeus o oll buez.
N’en em arretàn qet da veuli,
Da fougueal, na da bompadi ;
Ni a voar ervat manifiq
Peguer mad eo, peguer pinvidic ;
Anfin eun den eo eus ar güella
A guement a zêbr bara.


————