Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16


Pa voe grêt ar regal tout,
Ha deut ar poent da vont er rout,
Ar gascon neuze a lavaras :
Cetu amâ an affer bras.
Gant ho merc’h e meus bet clêvet
E prometit rêi cant mil scoët ;
Mes, mar qerit, me c’hemero
Gant an anter eus anezo ;
An anter all a chom ganêc’h,
Cetu eur gounit sclêr caër dêc’h,
An tad ne gavas qet dereat
Beza evelse goapeat
Credabl ê en em fachas ;
Mes ar gascon a bartias ;
buane ranqas trei e guein,
Mes attrapet, en doa e lein.
R. Ni nomp qet gasconet,
Mes tud sincer, güir Vretonnet :
Neo qet leinou eo a glasqomp,
Mes ar plac’h neve a c’houlennomp.
Me gred oc’h eun den ar güella,
ha ne ve qet mad ho trompla,
E ve pec’het oc’h amusi
Ha memes dont d’ho talei ;
Ar poz ze êruet ganêc’h,
Am gra calz nec’h, m’en assur dêc’h.
Abaoue dec’h ho plac’h yaouanq
E deus chenchet a zantimant.
Me a voa êt demeus ar vro
hac e sônjet o voan maro ;
Mes evel ma oun en em gavet,
E deus dìn-me diguemennet
N’em boa nemet eu em avanç,
hac em bije ar breferanç.
Qer buan diouc’h-tu, hep dalei,
Oun diredet d’e saludi,