Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22


Bonjour, dêc’h-hu, va den mad,
n’oc’h eus bremàn nemet tostât ;
Me gred eo dre guriosite
Oc’h en em bresantet aze
Evit güelet hor plac’h coant,
hac evit choaz ho santimant ;
Mes hon affer-ni zo da guenta,
Hac e fell demp e finissa.
Mar teuit amàn d’hon dale,
d’hon tro ni a ray dêc’h bale :
Ni ho paeo, hervez ar c’his,
Certen gant ar memes moneiz.
Lavarit dìn-me, me ho ped,
Ha merc’hed ho prô zo decedet,
Ma ranqit eta dont qeit-mâ
Da glasq merc’hed da fortunia ?
Me a glêo lavaret en Breiz
E zeus certen merc’hed aleiz ;
Ma rafec’h eur bourmenaden,
Ec’h alfec’h güelet meur a vanden,
Ha marteze abars fin ho tro,
Ho pe ar choaz eus anezo ;
Evit amàn na zeus nicun
Contant da ober ho fortun.
Lavarit dìn-me da guenta,
Petra a sinifi promessa !
Me a meus clêvet en peb amzer
E tleer delc’hel mad d’ar guer ;
Hoguen, unan eus ho merc’het
E deveus d’an den-màn promettet
Feiz qercoulz ha fidelite :
Ni zo deut da glasq an dra-ze.
Penos eta ? me am boa credet
E voac’h, c’houi, eun den a vras speret :
Güir eo, ar seurt-se avichou
O deveus calz demeus a ureou.